Tous les articles par Cécile Labrière

Tresadenn Francis / Dessin de Francis

Treset eo bet gant ar vugale penn ijinet Francis en ur heuliañ un deskrivadur. Sellit amañ o zresadennoù!!

Les enfants ont pu dessiner la tête imaginaire de Francis, en suivant un texte descriptif. Voici leur dessin!!

M’ho peus c’hoant ober penn ijinet Francis ivez : Si vous aussi vous voulez dessiner la tête imaginaire de Francis:

Tres ur rond ruz evit ober ar penn. Tres daou rond bras glas evit ober an daoulagad. Tres ur pik glas e-barzh pep daoulagad. Tres un tric’horn gwer-tout evit ober ar fri. Tres un « S » a-dreuz evit ober ar beg. Tres ur steredenn ruz war ar jod. Tres ur gleizenn du evel Harry Potter. Tres daou skouergorneg gwer evit ober an divskouarn. Tres kalz blev marroñs ha rodellek war ar penn.

Ha setu penn Francis!